Re GWIR VRETONED

Document Sample
Re GWIR VRETONED Powered By Docstoc
					                                         Re: GWIR VRETONED

Re: GWIR VRETONED

Source: http://newsgroups.derkeiler.com/Archive/Soc/soc.culture.breton/2009−05/msg00031.html



      • From: itronvaria@xxxxxxx
      • Date: Wed, 20 May 2009 06:51:31 −0700 (PDT)

Ar "sembolenn"

E scol Garnoed, evel e lec'h all, e veze roet ar "sembolenn" d'ar re
a veze tapet o vrezonega. Ur votezic−coad a oa ar sembolenn. Un devez,
ma oa digouezet ar sembolenn ganin, ac aon ganin tapout pevar daol
gwalenn war ma bizied, ac pinijenn goude scol, em boa stlapet ar
votezic en ur puns.
"Gant piv eman ar sembolenn hiriv ?" a houlennas an Aotrou Bouder da
beder eur. Gric ebet gant den.
"Alo, respontet 'ta neb en deus ar sembolenn !"
Gric ebet hoaz.
"Ma, eme ar Mestr−Scol, mar ne ziscuil ket an hini en deus scoachet
ar sembolenn, e chomot oll e pinijenn betec coan."
"Me 'm eus collet anezi..." emezon−me en ur ober van da ouela.
"Pelec ah eus collet anezi, Jaffrenou ?"
"Couezet eo 'barz ur puns hep gouzout dare din."
"Penaos 'ta ? Couezet er puns. Gaouiad ! Anzavit 'ta hoh eus
stlapet anezi er puns, maleurus bian. Castizet e viot, ha start !"
Ober a reas an Aotrou Bouder ur sach war ma discouarn, ac lacaat a
reas war ma fenn ar "boned azen" gant gourhemenn din mont da zaoulinan
dirac e vurev d'an abardaez. ))...


Tennet eo eus leor : Taldir Jaffrennou


Envorennou.
.




Re: GWIR VRETONED                                                                              1

				
DOCUMENT INFO
Shared By:
Categories:
Stats:
views:16
posted:8/17/2010
language:
pages:1